Teir gwech zo bet graet tro ar bed gant Samuel. O c’hoari « biz-meud » hag o c’houlenn bod ha boued digant an dud en em gave war e hent. Hep arc’hant kazi, met gant ur binvidigezh vras o leuniañ e c’hodilli : kontadennoù.
Met bremañ eo pozet e sac’h-beaj gant Samuel Allo. Ha setu ar beajour degouezhet e Plûned, Bro-Dreger. E lec’h ma ‘n eus kavet un ti kozh-noe, kouezhet en e boull, mein-benerezh forzh pegement a-sklabez war an dachenn. Peadra da adsevel un ti brav… Peadra da sevel ti ar c’hontadennoù !
Ur sapre labour zo d’ober c’hoazh. Abaoe mizioù emañ Samuel o kempenn an ti… Ur sapre avañtur. Ur veaj hep mont re bell deus ar gêr…
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe.
Gwiskamant sonerezh gant Gwenn ar Berr.