E penn kentañ miz Even e oa deuet Bronwenn Pinschof da gonto war-eeun ba studio RKB abred diouzh ar beure a-raok mont da werzhañ he legumaj goet war marc’had Rostrenn…
Kontet he devoa ivez deus marc’hadoù Benac’h ha Bulad-Pistien.
Goulennet oa bet dionti ivez daoust ha gwelet he deus an traoù o cheñch abaoe ma oa en em staliet tri bloaz zo.

Un tamm kont gant Camille Belleg saverez-moc’h bio ba Sant-Nigouden… Pennad-kaoz e-tal he stal, war marc’had Kallag.

Hag un tamm tro da heul Stefan ar Govig, o labourat war menaj Dominique Boutouilher, produer legumaj bio e Kergalaon, Plougonveur. Bep merc’her war marc’had Kallag, ha bep Sadorn war marc’had ar C’houerc’had !