Er bloaz-mañ o deus bet c’hoant tud Kuzul ar Brezhoneg lidañ 200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel. Hemañ oa bet ganet en Plouared e miz Even 1821. E-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz en devoa dastumet kontadennoù brezhonek, e Bro-Dreger dreist-holl.


Gant-se e vez kinniget bep miz war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg ur gontadenn da lenn tennet deus « Kontadennoù ar Bobl » Fañch an Uhel, bet embannet e brezhoneg gant Al Liamm er bloavezhioù 1980.


Hudu e kinnigomp deoc’h selaou Magali Baron o lenn ar gontadenn a zo bet lakaet e miz Ebrel war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg :


« Ar mesaer-deñved a c’hounezas merc’h ar roue gant ur ger hepken »