RADIO KREIZ BREIZH

102.9 Mhz - 106.5 Mhz - 99.4 Mhz - 107.5 Mhz

Abadenn Pikous Dibikous

An abadenn veure

7e30-9e, deus al Lun d’ar Gwener, evit dibikouzañ e kompagnunezh Enora Molag (RBG) ha Maëlle Ausias (RKB). Pennadoù-kaoz, kronikoù, sonerezh deus ar bed a-bezh, keleier ar vro hag ar bed ha mouezhioù brezhonegerien ha brezhonegerezed an amzer a-vremañ. Un abadenn produet gant radioioù brezhonek ar rouedad Radio Breizh ha gant skipailh kazetennerien.ezed Brudañ ha Skignañ (BHS).

An drez gant Isabelle

An drez, « la ronce », kinniget gant Isabelle Caignard deus Karnoed.

Ar brug gant Jean-Daniel

Ar brug, « la bruyère », kinniget gant Jean-Daniel Bourdonnay deus Tregorn, kichen Groñvel.

An turc’h gant Isabelle

An turc’h, « le pissenlit », kinniget gant Isabelle Caignard deus Karnoed.

Al linad gant Isabelle

Al linad « l’ortie », kinniget gant Isabelle Regnault ba’ Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez.

Pennad-kaoz ar sizhun – Kampoù vakañsoù

Ar c’hampoù vakañsoù a zo ur prantad hag ul lec’h dibar evit leuskel ar vugale da amprouiñ ha da vevañ traoù hep gortoz ‘mann ebet deus o ferzh.

Stone Breizh

Stone Breizh, ar raktres sevel ba Karaez ur c’hrommlec’h ledanoc’h evit hini Stonehenge !

Pennad-kaoz ar sizhun – Festival foto loened Ti Menez Are

E kreizenn Ti Menez Are, savet 30 vloaz ‘zo ‘ba Brasparzh, e vez kinniget evit an trede gwezh, ur festival foto loened.

Bodadeg Travrin

Betek an 30 a viz Even e c’hallo an dud lenn an doser lakaet en ti-kêr gant an EARL Cloarec ha skrivañ doleañsoù e-barzh ma faota dezhe.

Marc’had La Talvera

E Sant-Kleve ez eus ur marc’had d’ar meurzh da noz, etre 6e hag 8e.

Raktres Horizon Kallag

Degemer familhoù repuidi ba Kallag setu pal ar raktres Horizon

An iliav gant Marzhin

An iliav, « le lierre », kinniget gant Marzhin Guihard ba’ Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez.

Istor bev : peseurt liamm gant an istorourien ?

An adsavadennoù istorel a c’hoari mareoù istorel resis.

Festival Brulu

E Sant-Riwal e vo aozet ur festival anvet Brulu d’an 28 ha 29 a viz Mae.

An 8 a viz Meurzh

Ur gronikenn diwar-benn an 8 a viz Meurzh.

An diforc’hañ

Votet eo bet gant Parlamant Bro-C’hall ar gwir da ziforc’hañ 14 sizhunvezh.

Manuel Makron, ur broadelour boutin ?

Ul levr nevez deuet er maez gant Ronan ar C’hoadig ha Yoran Embanner

Manifestiñ en Naoned disadorn : un toullad peragoù…

Fulup Kere, Yann Servais, Gregor Mazo, Brendan Gwilhouzig-Gouret

Pennad-kaoz ar sizhun : ar Gouren

D’an 19 a viz Meurzh e oa ur genskrivadeg etredepartamant Gouren e Gwengamp

Serr’Party – gouel ha stourm

Ur reportaj er Serr’Partye Rostren d’ar sadorn 14 a viz Mae.

Pesort amzer da zont evit ar festoù-noz ?

Gant Tomaz Postig (Tamm Kreiz) ha Marthe Vassallo

Ar stagerez gant Isabelle

Ar stagerez, « le gaillet », kinniget gant Isabelle Caignard deus Karnoed.

Ar melchon gant Dorig

Ar melchon, « le trèfle », kinniget gant Dorig Le Craz deus an Ti Feurm pedagogel e Tremargat.

Ar burlu gant Christine

Ar burlu, « la digitale », kinniget gant Christine Dubois deus Mael-Karaez.

US Menez Bre Louergad ba Roudourou !

Gant Annie Joliff, daou-ugent vloaz zo o sikour ar c’hlub, ha Telo ar Gag, un deus ar c’hoarierien…

Yannick Jaulin ha pinvidigezh ar yezhoù

Yannick Jaulin a teu deus bro Vendée, lec’h vez komzet ar parlanjh.

Poltridi Ty films

Peder sevenourez a zo deuet da Velioneg evit filmañ poltridi tud o chom eno.

Taol horzh war ar c’hontrajoù sikouret PEC

Gant Erik al Lann (Ti ar Vro Landerne-Daoulaz) ha Gregor Mazo (Diwan)

A l’occaz’… Ur stal nevez ba Rostrenn !

Pennad-kaoz gant Anne ar Rouz, deus an embregerezh Douar ha Marvailhoù

Piv eo Iberdrola ? : Eil enklask Splann!

Pennad-kaoz gant Gwenvael D’lano, deus kuzul-embann Splann!

Liorzh ar c’henskoazell er Vouster

Troc’had-kaoz gant Mari-Soaz ar C’hozh ha Joel Banniel

Media Crash : qui a tué le débat public ?

Pennad-kaoz gant Juliette Cabaço-Roger, deus Splann!

Ar boked roz gant Michel

Ar boked roz, « le rosier », kinniget gant Michel Simon deus Rostrenn.

Ar penn-ognon gant Isabelle

Ar penn-ognon, « l’oignon », kinniget gant Isabelle Caignard deus Karnoed.

Jakez an Intañv : leuskel an evned en peoc’h !

Arri eo an nevez-hañv met diwallomp da lakaat diaes an evned hag al loened bihan !

Ar c’hoad kanoù gant Jean-Daniel

Ar c’hoad kanoù (pe koad kelvez), « le noisetier », kinniget gant Jean-Daniel Bourdonnay deus Tregorn, ‘kichen Groñvel.

An haleg gant Christine

Ar haleg, « le saule », kinniget gant Christine Dubois deus Mael-Karaez.

Mar’mousse : Kav ha bier e Plerin

Ur pennad-kaoz gant Tudwal Girard, e penn an ostaleri Mar’mousse, diwar-benn istor ar stal ha pezh ‘vez graet gante.

Pennad-kaoz ar sizhun : Hannoio lec’h Breizh Izel

HLBI, Hannoio lec’h Breizh Izel, gant ar pal embann 39 levrenn gant doareoù lâret, istor ha kartennoù un 60 000 anv lec’h bennak.

U-Talk, un applikasion da glevout brezhoneg

Talwyn Baudu, Bleuñwenn Konan hag Azenor Kallag o deus troet an arload, applikasion, U-Talk evit deskiñ yezhoù e brezhoneg.

An asperjez gant Michel

An asperjez, « l’asperge », kinniget gant Michel Simon deus Rostrenn.

Sylvain Rouz : galv ar rinier

Digor eo ar peskerezh er rinieroù : deomp da bakañ dluzhed hag eoged

Denez Prigent – Nevez-hañv ar barzhed

Denez Prigent en deus lennet barzhonegoù diwar-benn an natur bet skrivet gantañ d’ar sul 27 a viz Meurzh e Larruen.

Glad kêr Wengamp gant Jean-Paul Rolland

Pourmenadenn dre ruioù ar gêr gant prezidant Mignoned ar Glad

Barzhaz – Al levrioù nevez embannet

Keleier an embann e brezhoneg, gant Magali Baron

Dourioù Gouez enep eoged Smart Salmon

Pennad-kaoz gant Andre Mo deus Plouizi

Kroaz Raden

Bet eo Caroline Trouillet d’ober un tamm enklask war un davarn kozh lec’h vize festoù-noz e Pellan : Kroaz Raden.

Pennad-kaoz ar sizhun – Ar CIAP

Ur stummadur a zo bet lakaet e plas pemp bloaz ‘zo anvet CIAP : Coopérative d’Installation en Agriculture Paysanne.

Pennad-kaoz ar sizhun – Degemer migranted yaouank

Abaoe eo bet trec’h an tu kleiz e dilennadegoù departamant o deus ar c’hevredigezhioù ar spi e vo aesoc’h degemer ar migranted minor.

A-ramp war’r gomz – gant Distro ar Gwennili

Kronikoù diwar-benn ar barzhoniezh : Distro ar Gwennili, ur fanzin gant barzhonegoù skrivet gant merc’hed yaouank deus ar vro.

Heuliad I : Termenadurioù

Ur gronikenn gant psikologourien ar vro evit kompren gwelloc’h o micher ha bed ar c’hleñvedoù spered.

Ar skampiola gant Isabelle

Ar skampiola (pe boked-laezh), « le primevère », kinniget gant Isabelle Caignard deus Karnoed.

Ar gwinizh poulard gant Pierre-Yves

Ar gwinizh pourlard, « le blé poulard », kinniget gant Pierre-Yves Le Panse deus Tregorn, ‘kichen Groñvel.

Gwengamp : war-raok evit an ospital !

Yann-Fañch Durand, Ivon Bihanig, Gérard Lahéllec, Lena Boisard-Koad

Adlañsañ ar c’hreizennoù-degemer hag ar c’hampoù e brezhoneg

Rozenn an Dreo, Awena Baron-Courtet, Anjela Stefan, Maiwenn, Tifenn, Karmen ha Rebeka

Un dro chase ba Tremargad

Pennad-kaoz gant Jog Jegou ha Dorig ar C’hras

Veronique Bourjot – A-raok ar glav

Veronique Bourjot war eeun e studio RKB evit he fladenn nevez : A-raok ar glav

Feulster medisined ar merc’hed

Ur vedisin e penn ur servij e ospital Tenon a zo bet tamallet gant meur a vaouezh bezañ bet gwallet ha gwallgaset anezho. Gwallet en deus anezho dre arnodennoù feulz hep goulenn o c’honsantamant.
Anne Koadig a zispleg deomp penaos ha…

Ar 25 a viz Du

Ar 25 a viz Du eo devezh ar feulster graet d’ar merc’hed, ‘blam int merc’hed, en enor d’ar c’hoarezed Mirabal bet lazhet an devezh-se.
Mes deus peseurt feulster e vez komzet ? Petra eo ar sifroù hag efedoù ar feulster war…

An disingalderioù gopr

Penaos eo savet da vat an disheñvelderioù gopr a zo etre ar merc’ehd hag ar baotred e Bro C’hall hag e Breizh ?

A-ramp war’r gomz – gant Yann-Ber Piriou

Yezhoù ar vugale

Yann-Ber Piriou, kelenner ha skrivagner, a zifenn ar brezhoneg mes ivez pinvidigezh an holl yezhoù deus an holl pobloù. Kelenner war ar saozneg, skrivagner e brezhoneg hag e galleg, komz a ra deomp deus e liamm dezhañ…

A-ramp war’r gomz – gant Liliane Thoraval ha Louis Jacques Suignard

Kronikoù diwar-benn ar barzhoniezh : peseurt liamm a oa gwechall etre an dud hag ar barzhoniezh, penaos e ra vat d’an nen lenn barzhonegoù…

E-kreiz ar c’hampionad Back-Hold e Langueux

Pennadoù-kaoz e-leizh e-kreiz aergelc’h ar c’hourenadeg !

Da heul Gi Yonkour ba liorzh Kallag

Pennad-kaoz war ar projed « Prédateurs de déprédateurs »

Pennad-kaoz ar sizhun – Modkozmik

Louri Derrien, Yann-Ewen L’haridon ha Clément Dallot deus ar strollad Modkozmik a gas ar selaouer.ien.ezed war o flanedenn.

Verjeoù da zont Gireg Mouton

Kalz traoù da zeskiñ war ar gwez frouezh gant Gireg e Logivi !

Aux deux bouts de la terre

Elen hag Aurélie Le Maître a zo genidik deus bro Rostren. Kroget neuint un oberenn diwar-benn an hent-tizh nevez savet e Rostren.

Pesa mod ‘ve lâr’t ?! Brezhoneg Bro Perroz-Gireg

Brezhoneg ar vro kinniget gant Gireg Konan

War an hent gant Kristian ar Braz

« On the road », levr brudet-kaer Jack Kerouac e brezhoneg !

Genver divoeson

Soñj un dornad tud war ar c’houlzad-se

Artichoed ar Maharadja : pezh nevez Strollad Kallag

Pennad-kaoz gant Mari-Elen Morvan ha Sylvain Botrel

Ur stasion-esañs nevez ba Speied !

Abaoe ar 1añ a viz Kerdu ba kroashent Kroas-houarn Speied. Pennad-kaoz gant Michel Lollier.

Vonig Fraval hag he gloan givri – Mohair Breizh

Vonig Fraval a zo desaverez givri angora. Gant o blev e vez savet gloan mohair.

4 € ar c’hilo levrioù evit Diwan

Foar al levrioù eil dorn skol Diwan Gwengamp a zo staliet etre an 10 hag an 19 a viz Kerzu 2021. Jerom Olivri deus mikro Anton Burel.

Pempoull : un ti-skoazellerezed-mamm brezhonek ?

Pennad-kaoz gant Amélie Brard hag Anne-Yvonne Guérillon

Ar c’hudennoù lojañ er vro

Penaos renkañ ar c’hudennoù lojañ er vro ? Respontoù gant Nil Kaouisin ha Gael Roblin

Olier Bivig war-dro d’al lec’hioù tener

Emañ Olier o soursial deus al lec’hioù tener e hanternoz Bro-Dreger

Kelaouenn Glaz

Ur gelaouenn nevez a zo deuet maez : Glaz. Fotoioù brav ha pennadoù war al loened hag an natur. Gerard Gwen, en deus skrivet ur pennad war an dour.

Bodadeg dirak prefeti Sant-Brieg da zifenn ar re dibaper

Ur bodadeg a zo bet d’ar 17 a viz Du a-enep da nivereladur an doseroù er prefetioù, dreist-holl evit ar re dibaper. Pierre Beaugendre a zo ezel deus Meskaj.

Kengred gant Kabili

E miz Eost 2021, 20 00 devezh arad a zo bet pulluc’het e tanioù bro Kabili. François Salliou en deus savet ur gevredigezh da sikour anezho.

Harz labour er vediaouegoù

Un harz labour a zo bet graet gant gopridi mediaouegoù Bro Dreger d’ar merc’her 10 a viz Du.

Skolajidi ha rezistanted

Skolajidi an trede klas e skolaj Plijidi a zo bet e koad Malouen, lec’h ma oa staliet rezistanted da dapout fotoioù war bezañs an ezvezañs.

Pennad kaoz ar sizhun – Pladenn Dastum war bro Pourlet

Emañ Dastum o embann ur bladenn nevez diwar benn Bro Pourlet hag ur gouel a vo d’ar 13 a viz Du. Christian Rivoalen, goprad e Dastum.

Baleer bro

Un abadenn nevez a zo bet krouet diwar-benn Fañch an Uhel gant Jean-Luc Thomas, Gabriel Faure ha Kaourantin Davay, anvet eo Baleer Bro.

Pennad kaoz ar sizhun – Atelieroù kenasentiñ e Lise Diwan Karaez

Penaos cheñch penn d’ar vazh war an darempredoù paotr-plac’h ha war ar c’henasentiñ ? Dre an deskadurezh ! Atelieroù ‘zo bet e Lise Diwan Karaez.

Un devezh kenskoazell gant bro Palestine

Jeannot Flageul, deus Frañs Palestina Kenskoazell, a gont programm degemer palestinianed deus kamp repuidi El Arroub e Kreiz Breizh d’an 30 a viz Here.

C’hoari golf ba Langoned !

Troc’had-kaoz gant Jean-Luc Merdy

Epicodème : ispisiri Sant-Nigouden

Pennad-kaoz gant tud deus Sant-Nigouden : Teo Andre ha Rozenn Henry

Pennad kaoz ar sizhun – Tavarn kevredig Kallag

Un davarn nevez a zo bet digoret e Kallag, Les Pieds dans l’plat hec’h anv. Sahel a gas ac’hananomp d’ober un tamm tro deus al lec’h.

Desevel bloped e Lise Diwan Karaez

N’eo nag ul loen, nag ur plant, nag un tok touseg, ar blob ‘n eus peadra d’ober aon. Ha desavet ‘vez reoù ‘zo e Lise Diwan Karaez e klasad Gwenael Braz.

150 den e Gwengamp evit ar vro hag hec’h ospital

Reportaj gant Tomaz Laken e-kreiz ar vodadeg a oa bet dimeurzh d’abardae-noz e-tal ti-gar Gwengamp…

Pennadoù Sul Martial Ménard

Pennad-kaoz gant Padrig an Habask hag Anne-Sophie ar Born

Aet eo priz Langleiz gant Fañch Peru !

Frañsez Favereau a gomz deomp deus oberennoù Fañch Peru

Dibenn-sizhun liested an natur e Kergrist-Moeloù

Atersadenn Marie-Laure Groix, a youl vat e kevredigezh Cicindèle a aoz an dibenn-sizhun ha Roland Mogn, bet o kas ur c’honfereñs war ar plant.

Pennad kaoz ar sizhun – Simon Jadé

Simon Jadé, teknikour war an endro e Lannuon Treger Kumuniezh a zispleg deomp penaos e vez prenet ha gwarezet tachennoù nevez.

Nac’h ar falc’herien da reiñ o ADN

D’al lun 20 a viz Gwengolo eo bet galvet pevar falc’her da reiñ o ADN goude bezañ bet kondaonet da vezañ livet bidonioù Round Up : Jil Killevere.

Bzz, bzz, bzh…gant Jean-Daniel Bourdonnay

Un heuliad kronikoù e kompagnunezh Jean-Daniel Bourdonnay, gwenaner ba Tregorn

Kelc’h lizher ar c’helenn dre soubidigezh

Yannick Kerlogot, kannad la République en Marche e Aodoù an Arvor, diwar-benn ar c’helc’h-lizher a vo skrivet war ar c’helenn dre soubidigezh.

Bodadeg e Gwengamp diwar-benn an uzin eoged

150 den a oa er vodadeg publik e Gwengamp evit komz diwar-benn an uzin eoged a vefe staliet e Plouisi. Jean Brichet a oa eno.

Bodadeg e-tal lise Pavie Gwengamp

Bodadeg e-tal lise Auguste Pavie e Gwengamp diwar galv Div Yezh Breizh

Ur post evit an RPI Pleuzal-Runan !

Pennad-kaoz gant Amélie Leroy

Un ti France Services ba Kallag

Gant Jean-Yves Rolland, maer Kallag, ha Pascal Leyour, maer Karnoed

Disoc’h eo 25vet Gouel al Leger !

Pennad-kaoz gant Annie Bras-Denis ha Michelle Allès

Klasajoù leun-chouk e skolaj Diwan Bro-Dreger !

Pennad-kaoz gant Gwenola Koig, en karg deus ar bedagogiezh e skol Diwan Plijidi

Kallag : tennadeg pato e liorzh ar c’henskoazell

Tennadeg pato a oa d’ar 26 a viz Eost e liorzh ar c’henskoazell, en Kallag. Deuet oa un dregont bennaket a dud da serriñ patatez !

Mouezhioù okitanek ar strollad Cocanha

Lila Fraysse ha Caroline Dufau ac’h a d’ober liesmouezhioù ar strollad Cocanha

Bec’h war hentenn divyezhek skolaj Kallag

Bec’h bras zo war skolajoù ha liseoù divyezhek ar vro. Evel en Kallag, lec’h ma oa bet digoret un hentenn arlene

Pennad kaoz ar sizhun – SEW

Ul lec’h sevenadurel nevez a zo digor e Montroulez en uzin butun kozh war vord ar c’hae : SEW. Gant Julian Marzin ha Lus Chauveau.

Distro-skol an hentennoù divyezhek e skolajoù ha liseoù

Atersadenn war eeun Yann-Pier Deredel diwar-benn an distro skol divyezhek er skolajoù ha liseoù.

Metalocaux / Festival Fisel

Ur reportaj war Metalocaux e Sant Brieg gant Etienne Sibéril hag un atersadenn war eeun gant Armelle Lucas diwar-benn ar festival Fisel.

Kastell ar Roc’h Ugu hag ar festival Plin

Michel Diridollou war eeun evit kaozeal deus ar festival Plinn hag ur reportaj e kastell ar roc’h Ugu gant Sylvain Clément.

Panik ha Danstroménie

Gwenola Coic a ginnig Danstroménie, sonadegoù e Poullaouen, ha Glenn an Doujet a gont deomp deus kompañunezh Panik e Melrand.

Tabula Rasa, abadenn ar gompañunezh Panik

Goude un troc’h daou vloaz eo n’em staliet ar gompañunezh Panik e Kerochap e Melrand evit kinnig e abadenn nevez : Tabula Rasa. Un abadenn fent ha troioù hesk gant kezeg ha sonerezh war eeun a zo kinniget gante bep…

C’hoarioù Treger e marc’had Gwengamp

Serj Falezan a gont deomp penaos eo n’em staliet ar gevredigezh C’hoarioù Treger e marc’had Gwengamp bep gwener beure.

Buhez e ti gar Plougonveur / Ar vediaoueg e karterioù Lannuon

Dylan Simon a gont aozadur ar sulvezhioù e Ti Gar Plougonveur ha Myriam Troadeg a zispleg deomp lennadennoù ar vediaoueg e karterioù Lannuon

Noctambals hag an Erer Kozh

Jean-Daniel Bourdonnay a gont deomp hirorc’h war aozadur an Erer Kozh ar bloaz-mañ. Ur reportaj ivez war Noctambals e Logivi Plaeraneg.

Kontadennoù e brezhoneg e Kawan

Visant Dubois, levraoueger e Ti ar Vro Bro Dreger Goeloù a gont diwar-benn ar c’henlabour etre levraouegoù an departamant hag an abadennoù kaset gantañ.

GBB Langoned ha Pride an Oriant

Divi Kerneis ha Melan Boudig ‘vit Gouel Broadel ar Brezhoneg hag Anatole Hoyet a ginnig Pride an Oriant.

Cheñchamant ba Kreiz Breizh Akademi !

Daou zen a vo o ren an traoù war-lerc’h Erik Marchand : Krismenn hag Erwan Burban

Samuel Allo, ar glob-kontour

Pozet e sac’h-beaj gant ar glob-kontour, emañ oc’h adingaliñ un ti e Plûned. Pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe.

« Filomena », raktres nevez ar ganerez Rozenn Taleg

Pennad-kaoz diwar-benn « Filomena », ar raktres DEMOS, an hañv o tostaat

Un tamm tro war marc’hajoù ar vro

Pennadoù-kaoz gant Bronwenn Pinschof, Camille Belleg ha Stefan ar Govig

Barzhaz 2021

Ur sell bep sizhun war al levrioù nevez embannet e brezhoneg

Diarmuid Johnson, son an distro

Diarmuid Johnson, kembread er Chapel-Nevez, troer, skrivagner, muzikaner…

Adverenn gant Tim Lipouz ha Janed Nikol e Pont ar marc’had

Timothée Messager, keginer yaouank, ac’h a da gontañ brezhoneg gant Janed Nikol

Ultra Trail Menez Are a lañso deus an Uhelgoad a-benn ur miz amañ !

Pennad-kaoz gant Gilbert Toudig, prezidant an UTMA

Teñzor ar brezhoneg komzet

Un dro-lavar, ur rimadell da selaou, da skrivañ en un tu bennaket, da zeskiñ ha da lâret war-lerc’h…

Adouilhañ

An hini zo sot hag a oar…

Ar c’houlz-mañ ‘r bloaz

Arri eo laosk e lêrennoù

« Seizh Devezh » gant Astrakan Project

Simone Alvès ha Yann Gourvil ac’h a d’ober ar strollad Astrakan Project.

Fardañ bier « Maude Kozh » ba Pluskelleg

Pennad-kaoz gant Pierre Marreg diwar-benn e vikro-breserezh

Seizh Awel Koñford-Berc’hed

Sticky post

Abadennoù diwar-benn ostaleri ar Seizh Awel er bloavezhioù 1980

Levraoueg nevez-flamm skol Diwan Gwengamp

Ul levraoueg zo bet savet nevez zo e skol Diwan Gwengamp! Pennad-kaoz gant Ivona Konan, mestrez-skol eno…

Baleadenn en Traouieroù da heul Bleuñvenn Konan

Pourmenadennoù aozet dindan tok Ti an arvor Ploumanac’h ha kêr Perroz-Gireg, kinniget gant Bleuñvenn deus ar gevredigezh Nevez-amzer Tregastell

Tim Lipouz : keginañ gant louzoù ha bezhin !

Emañ paotr yaouank Tregastell o pleal er mare-mañ gant ul levr rekipeoù divyezhek !

Dihanet eo bet ar « paotr-saout lannioù » da zont da Greiz Breizh

Henri Morvan a gomz deus ar « paotr-saout lannioù », un evn en dañjer da vont da get

An DEM sonerezh hengounel e Bro-Dreger

Pennad-kaoz gant Kaou Davay a zo gant e vloavezh-studi diwezhañ

Stur an avel : gwrizioù hollvedel Denez

Bleinet gant Stur an avel e konta Denez deomp e garantez evit ar gwerzioù

Miz zo eo okupet teatroù ar vro

Pennadoù-kaoz gant Jean-Yves Gourvez ha Christophe Correc. Ouzh mikro Klariz Bailleul…

KONTADENNOÙ FAÑCH AN UHEL WAR LEC’HIENN KUZUL AR BREZHONEG

Bep miz war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg e vez kinniget ur gontadenn tennet deus « Kontadennoù ar Bobl » Fañch an Uhel

Gildas Grimault evit Kelennomp! : diaesterioù en eil derez

Reform al liseoù zo bet un dra fall evit ar brezhoneg hag evit yezhoù minorelaet ar Frañs

Carré Magique Lannuon aloubet : teirvet sizhun

Pennad-kaoz gant Gaby Kerdoncuff, soner trompilh, hag Erwan Hemeury, komedian, konter ha muzisian

Laure Alart, an diorren sevenadurel e Bro Kornôg Kreiz Breizh

Laure Alart a zo tri miz zo gant ar gefridi diorren ar sevenadur evit Bro Kornôg Kreiz Breizh

Dibab ha bihanaat al loustoni gant Aodren Trehin

Aodren e karg da gelaouiñ war ar mod da zibab ha da vihanaat al lastez war dachenn Roue Morvan Kumuniezh

Evit ma chomo bev ar c’hreizennoù-degemer !

Riwanon an Habask deus an UBAPAR ha Rozenn an Dreo deus Ti ar C’hoajoù er Chapel-Nevez

Amélie Brard en karg eus diorren ar brezhoneg er magourioù evit OPAB

Adalek Gwengamp emañ o labourat da gas ar yezh war-raok e bed ar bugaligoù, bed ar magourioù.

Rene Gwern, penn klinikenn adiktologiezh ospital Bear

Rene Gwern a sikour an dud klañv da vezañ dizonet

Dominique Jouve war glask tud ar vro

« Dominique Jouve, en quête de rencontres », ur pennad-kaoz gant paotr Plougernevel bet embannet e niverenn 265 ar gelaouenn Musique bretonne

Splann ! Lañsañ enklaskoù e Breizh

Gwenvael Delanoe a gomz demp deus ar media nevez savet a-benn kas ul labour kazetenniñ dishual ha digabestr er vro

Gwerliskin : Foenn e-barzh ar botoù-koad

Pennad-kaoz gant Michel Queniat ha Gwennael Segalen ba Kerdennet, Gwerliskin, diwar-benn an embregerezh Du foin dans les sabots

Bulad-Pistien : ingalañ tier da lojañ kozh ha yaouank

Pennad-kaoz gant Olivier Charles, maer Bulad

Goélettes bretonnes, istor an aocherezh etre Breizh ha Kembre

Pennad-kaoz gant Jacqueline Gibson deus ar gevredigezh Océanide

Marvailhoù Jañ-Louilh ar Rolland

Jef Fulup a gonta deomp deus ar c’honter Jañ-Louilh ar Rolland, bet ganet e 1904 e Tabrien, Kerne-Uhel

Ampellaet dorioù-digor Diwan : sell Kristof Marquier

Da belloc’h e vo kaset dorioù-digor ar skolioù Diwan. Goulennet meump soñj ur skolaer deus Bro-Dreger

La littérature bretonne de langue française dindan renerezh Pascal Rannou

La littérature bretonne de langue française, gant Yoran Embanner. Un oberenn a-stroll graet dindan renerezh Paskal Rannou

Kallag e-mesk kumunioù ar programm Petites villes de demain

Pennad-kaoz gant Jean-Yves Rolland, maer Kallag

An Arvest : un torkad barzhonegoù ha livadurioù gant Bernez Tangi

An Arvest, barzhonegoù ha livadurioù diwezhañ ar barzh Bernez Tangi

Gwell : pinvidigezh saout ar vro

Ur rekipe laezh-tev, graet diwar laezh gouennoù saout ar vro. Hiroc’h gant Marion Henry, produerez Gwell war menaj ar Buis Sonnant e Plougernevel ha Roje Abalan, peizant war ur menaj bihan e Kergonan, e Plouharnel

RKB sa Rostrenn !

Emañ tud Radio Kreiz Breizh o tilojañ. D’ar Merc’her 20 a viz Genver e oa deuet ur bagad tud a-volontez vat da sikour diblasañ kartoñsoù hag all…

CHIPS : ur film gant skolidi Diwan Plounevez-Moedeg

C’hoarvezout a ra traoù war an tamm douar pato-mañ me ‘lâr deoc’h !
E-skeud ur chanter arkeologel zo bet kavet e bourk Plounevez-Moedeg, en Aojoù-an-Arvor, un dra dic’hortoz. N’eo ket darbodoù an hini zo bet kavet nag ivez ostilhoù deus…

Barzhaz Nedeleg 2020 !

Levrioù da brofañ da Nedeleg kinniget gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg !

Klak Klak Klak ! : ar Vendée Globe deiz-ha-deiz gant Marin

Poent sevel an eor ! Everest ar meurvorioù, ar redadeg veur, emgav ar foeterien-morioù, distro eo ar Vendée Globe ! Bemdez, gant Marin, heuliit troioù-kaer ar skipperien hag o bigi, loc’het d’an eizh a viz Du eus traezhennoù Olonna evit…

Jean ar C’halvez, « drive ar gwellañ gwin »

Adalek ar Gwener 4 betek ar Sul 6 a viz Kerdu e vo un « drive ar gwellañ gwin » e Kerdaniel, Ploulec’h.

Pennad-kaoz gant Marsel Roparz

Un diellfilm diwar-benn Polig Montjarret zo bet graet nevez zo gant Philippe Guilloux, realizatour deus Karaez, « Polig Montjarret, un enfant du diable ». Ur film un eur hanter diwar ar soner ha dastumer brudet.

Ha sell aze un…

Rod ne’o Youenn Lange

Deuet eo er-maez pladenn gentañ Youenn Lange. Un dek gwerz ac’h a d’ober ar bladenn Rod ne’o. Gwerzioù a-gozh met ivez ur werz nevez gompozet gant un den deus Bro-Fisel. Un oberenn dreistordinal kaset da benn vat gant sikour al…

Lennegezh ar brezhoneg en ugentvet kantved (1968-2000)

Setu deuet er-maez pedervet ha diwezhañ levrenn « lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved » Frañsez Favereau embannet gant Skol Vreizh. Ur sammad traoù diwar al lennegezh diwanet diwar mare 1968. Un embannadur dezhañ un istor drol a-walc’h pa oa bet skrivet…

Barzhaz 2020

Emgav gant tud Kuzul ar Brezhoneg a ginnig deomp al levrioù nevez embannet gant an tier-embann brezhonek.

Demp d’an aod vev hudu, da heul Davy Jaouen, ul levr embannet gant An Alarc’h Embannadurioù.

Hudu e…

War-Sav ! Pladenn gentañ

A-benn nebeut e teuy er-maez pladenn gentañ ar strollad War-Sav ! Dre al lec’hienn HelloAsso e c’halle an dud abaoe un toullad sizhunioù souten anezhe. Hag aet eo ar bern en tu all da 10 000 euro…un taol-kaer !

Kaou…

Breizh ar broioù : Bro Fisel !

Div bladenn hag ul levrig da heul nevez deuet er-maez gant ar gevredigezh Dastum. Er rummad Breizh ar Broioù : Bro Fisel !

Bzz, bzz, bzh…gant Jeannot Flageul

Ur gronikenn nevez diwar-benn ar gwenan hag ar re a vez war o zro, ar wenanerien. Tomaz en deus lakaet ba e soñj mont da welet anezhe bep sizhun… Un doare da ledañ deskamant war ar gwenan ha da reiñ…

A-dreuz ar parkoù

Peseurt mod e konta ar vrezhonegerien deus ar plantennoù zo tro-dro dezhe ? Toullo an douar a-benn kavout ur graoñenn douar ha dibiñ anezhi, teno ar groc’honenn deus dindan un delienn dule evit soanial ur boac’hadenn, troc’ho un dreujenn…

Champ d’expression ba Kermaria Lokarn

« Champ d’expression », ur gejadenn etre bed an arzoù ha hini al labour douar a zo bet aozet evit ar bloaz c’hoazh e kreiz Breizh, gant ar gevredigezh La Fourmi.e.
E-pad ur pennad zo chomet arzourien hag arzourezed war peder…

Marie Follezou

Ar Gindi, ur saonenn gaer e lec’h ma vije labouret al lin gwechall, kostez Minihi-Landreger. Marie Follezou zo bet o terc’hen un ostaleri enañ e-pad 27 vloaz. Ur c’hoñvers bet digoret gant he zud e miz Ebrel 1939, un toullad…

Filomena Kadored, ur bluenn entanet

Ul levr nevez diwar-benn Filomena Kadored, barzhez Bonen, e-kichen Rostrenen, zo deuet er-maez ar wask. Tri bloaz zo en devoa skrivet Michel Simon ul levr kentañ diwar oberenn gwerzaouet ar skrivagnerez, he c’hanaouennoù dreist-holl. Dalc’het en deus an hini…

Ur servij da ditouriñ ar re yaouank gant Anne Mirail

Anne Mirail a ra war-dro d’al lec’h titouriñ ar re yaouank e Karaez. Hemañ zo ur servij digoust ha dizanv. Emañ e-barzh ar C’HLAJ hag a vez o pleal e-pad ar bloaz gant ar buheziñ evit yaouankizoù Poc’hêr kumuniezh….

Michel Toupin ba manifestadeg Nokia

402 bost labour a c’hallfe bezañ diskaret en embregerezh Nokia e Lannuon. Diriaou (17/09/20) e oa en em dastumet un 200 a dud e Lannuon da gerzhal asambles etrezek klejoù an embregerezh. Michel Toupin, bet o labourat e-pad bloavezhioù…

Toutouig, un heuliad da zonet gant Brezhoweb

Un heuliad nevez zo da zonet gant Brezhoweb, ar chadenn nemeti e brezhoneg penn da benn, diwar-benn ar rimadelloù… Ur reportaj ba Kerozern, Ploubêr.

gant Dewi Siberil ha Daniel Giraudon

Marie-Christine Pécheux, renerez Lise Xavier Grall Loudieg

Ul lise vicherel, e liamm gant ar vro dost. Dont a ra tud yaouank d’en em stummañ eno hag aezet a-walc’h e vez kavet labour gante goude-se e-barzh ospitalioù hag EHPADoù ar c’hornad. Eno e vez kavet ul lec’h…

Cabaret Rocher war-eeun en abadenn veure !

Etienne Cabaret ha Christophe Rocher e-barzh Pikous-Dibikous diwar-benn « La marche des lucioles », pladenn nevez an daouad Cabaret-Rocher (label Musiques Têtues).

Hag un tamm kont ivez diwar an Octet Cabaret-Rocher a vo o seniñ digwener (02/10/20) da noz e sal…

Neventioù Al Lanv gant Padrig an Habask

En distro-skol e oamp gant Padrig an Habask, rener Al Lanv, da gomz deus levrioù nevez deuet er-maez gant an ti-embann, hag en o-mesk, un torkad barzhonegoù berr kinniget gantañ e-unan.

Ul levr gant Máire Zepf ha Shona Shirley Macdonald,…

Free Brain ha Laou war-eeun en abadenn Pikous Dibikous !

Awen Prijan, Léandre Savineau, kañfarded an daouad FBL war-eeun abred diouzh ar beure !

Jean-Yves Rolland, maer nevez Kallag

D’ar Sul 28 a viz Even e vo graet eil tro ar votadegoù-kêr sañset. Met e-barzh 1228 kumun diwar ar 1417 a zo en Breizh 5 departamant eo bet dilennet an dud en dro gentañ. Ha ba meur a lec’h…

Brieg Guerveno : ur bloavezh gwenn evit al labourerien krog-diskrog

Pennad-kaoz gant Brieg Guerveno, arzour, teknikour war ar son. Embann a ra e soñj diwar ar blegenn m’emañ al labourerien krog-diskrog er mare-mañ.

Rozenn Grall klañvdiourez en EHPAD Keravel Karaez

Penaos eo bet kont e-barzh EHPAD Keravel abaoe kreiz miz Meurzh ? Hag un toullad goulennoù all ouzh Rozenn Grall, klañvdiourez war dro d’ar reoù gozh e Karaez.

Ar brizonidi e-tal enkadenn ar c’horonaviruz

Ur pennad-kaoz gant Kita deus skipailh L’Envolée.
Hiroc’h war o lec’hienn internet…

http://www.lenvolee.net

Al lip zo mat ! Petra zo da goan ? Tajin vejetarian !

Gant : Nolwenn Falezan

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine

Petra zo da goan ? Tajin vejetarian !

Etre an daou laer (Brug, 1913)

Gant : Nolwenn Falezan

An Aotrou Teo, e gof araog, a lâr d’ar paour :
« Perak eta, paotr kaezh, perak c’hoantaat aour ? »
Ur skrid bet embannet e-barzh niverenn 11 ar gelaouenn Brug, e miz Du 1913.

Sonerezh gant Erwann Tobie hag Heikki…

Lellig : abadenn nevez Annie Ebrel !

A-benn un tamm amzer emichañs e vo moaien deoc’h gwelet ha klevet abadenn nevez Annie Ebrel. En em lakaet eo kanerez kreiz Breizh war un dro gant Ronan Pellen, Daravan Souvanna ha Clément Dallo da ginnig deoc’h un arvest kaer…

Marthe Vassallo : bezañ ur vaouez e-barzh bed ar muzik e Breizh

E miz Here 2019 oa bet pedet ar ganerez Marthe Vassallo da gomz deus ar preder ha deus ar skiant prenet ganti. An dra-se oa e-kerzh ur c’hendiviz aozet gant ar gevredigezh La Talvera, en Albi. Ar c’hollok-se, diwar intrudu…

Un hentenn divyezhek e skolaj Kallag en distro-skol 2020

Laure-Line Inderbitzin, kelennerez vrezhoneg skolaj Gwer Halou Kallag diwar-benn ar raktres filierenn diyezhek.

Ur vedailhenn da Gi Yonkour

Gi Yonkour zo bet veteriner e-pad 40 vloaz ba kanton Kallag. Hag e penn kentañ ar bloaz 2020 oa deut da vezañ « marc’heg urzh merit al labour-douar ». Ur vedailhenn ‘vo roet dezhañ kement hag anveout ur vuhez a labour war-dro…

Lisañs ar stummerien vrezhoneg : eil sezon !

Gant : Fulup Kere, Liliane Thoraval

E miz Gwengolo 2019 oa bet lañset ul lisañs nevez e skol-veur Roazhon 2. Un aotreegezh vicherel FCIS (Formateur-Conseil Indépendant ou Salarié) opsion brezhoneg. Ur stummadur da vont war dachenn ar stummañ hag ar…

Autour d’Elle en Aodoù-an-Arvor

Gant : Monique Masson

E 2009 an hini oa bet lañset ar gouel gant kumun Plouvagor, war digarez devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed. Evit ar bloaz e c’hoarvezo traoù war seizh parrouz deus kumuniezh-kumunioù Gwengamp-Pempoull. Betek ar 15 a viz…

Le livre blanc de l’après-tourisme. Bretons de passage

Jean Ollivro, kelenner douaroniezh ha prezidant ar think tank Bretagne Prospective. Peseurt mod ober evit na rafe ket an douristelezh droug d’ar vro ? Evit ma vefe koazhet gant ar vro hep reiñ poan-gof dezhi ? Penaos ober evit ma…

Prest oc’h ? Krogit ! Kampionad etrebroadel Back-Hold 2020 e Gwengamp

Gant : Trifin Koig-Loquen

Marteze ne oarit ket gwall vat petra eo ar Back-Hold ? Ar gouren-se a deu deus Bro-Skos hag anveet eo ivez ‘ba hanternoz Bro-Saoz. Ur briata, ar groñj war skoaz eben, hag an daouarn peg-ha-peg a-dreñv…

Ur garta evit an ekologiezh e Kawan

Gant : Marino An Taleg, Nil Kaouisin

Emgav a-benn disadorn 22 a viz C’hwevrer e Kawan !

Glac’haret begoù-lipous kreiz Breizh !

Gant : Kristian Morzedeg, Janed Morzedeg

E penn kentañ ar bloaz 2020 oa serret stal patisiri Kristian Morzedeg. Tri-ugent vloaz zo oa bet digoret ur vagajenn gant e dud e Rostrenn. Kristian ‘n oa disket ar vicher gant e…

Barzhaz Bihan Galiza – Mostra de poesía galega

Gant : Gwendal Denez

Barzhaz Bihan Galiza, un dibab barzhonegoù galizek, lakaet e brezhoneg gant sikour kelennerien deus skol-veur Roazhon 2.

Logos partenaires

© 2024 RADIO KREIZ BREIZH — 02 96 45 75 75 — Haut de page ↑


48 rue Olivier Perrin 22110 ROSTRENEN // Ti Ar Vro - 3 Place du Champ au Roy 22200 GUINGAMP

Conception www.tryptyk.fr Mentions légales